Gruffudd ap Llywelyn

Ur pennad Gruffudd ap Llywelyn Fawr zo ivez.

Gruffudd ap Llywelyn (war-dro 10075 a viz Eost 1063) a oa roue e meur a rouantelezh e Kembre adalek 1055 betek e varv, ken e teuas a-benn d'o unvaniñ. Roue ar Vrezhoned a vez graet anezhañ en Annaloù Ulaid hag e Brut y Tywysogion.

Mab henañ Llywelyn ap Seisyll e oa Gruffudd, ha mab-bihan da Varedudd ab Owain. E dad a oa bet o ren e Rouantelezh Gwynedd hag e Rouantelezh Powys. E-touez e hendadoù e oa Rhodri Mawr, Hywel Dda hag Anarawd ap Rhodri eus Gwynedd. Daoust da se ne oa ket eus skourr rouaned Gwynedd, diskennidi Idwal Foel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search